Bataclan

Ar Bataclan, anvet da gentañ Ba-Ta-Clan, a zo ur sal abadennoù e Pariz savet gant an tisavour Charles Duval e 1864 ha lec'hiet e 50 boulouard Voltaire en 11vet arondisamant. An anv kentañ a oa awenet gant ar Ba-ta-clan, un opera vihan gant Offenbach.

An doare skrivañ "Bataclan" hep barennigoù-stagañ a zo un doare da zegas ar mennozh a drouz drant.

Ar sal a zo enskrivet evel monumant istorel abaoe an 11 a viz Meurzh 1991.

D'an 13 a viz Du 2015, ez eo bet taget ar sal gant sponterien islamourien memes koulz ha 5 lec'h all e Pariz, an dagadenn a oa bet aozet gant ar Stad Islamek.

Jules Frutos hag Olivier Poubelle a zo renerien ar sal hiziv-an-deiz[1].

  1. 2/12/2015 Lechienn konbini.com gant Théo Chapuis: Evit renerien ar sal, “Remziad Bataclan” a zo “tostik-tost d'an dismegañs” .

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search